Keleier ar vro d'ar Gwener 12 a viz Mezheven 2026
Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Dec'h e oa deuet izili ar strollad Frañs Kevreadel da Roazhon da Ostel Courcy lec’h ma vez dalc’hoù ar c’huzul rannvro.
Degemeret oant bet get Michael Quernez bez-prezidant kentañ ar rannvro a oa deuet e anv ar Prezidant Loig Chesnais Girard. Un nebeud kuzulierion rannvro a oa deuet asambl get tud ar gevredigezh keodedel. Eskemmoù zo bet neuze àr ar gevreadelouriezh, ar fédéralisme e galleg, ha petra cheñchehe evit ar Stad C’hall.
Gwennyn a zo bet goulennataet get Anton Burel da zigarez eskemmoù diàr ar gevreadelouriezh a oa bet dec’h e Roazhon.
Da glevet ivez er c'heleier:
-Serret eo strizh-mor Ormuz get an Iran a c’houde dec’h mintin.
-E bro Perou, ret e vo gortoz div pe teir sizhun a-raok anav disoc’hoù an dilennadegoù prezidant a oa bet disul ar sizhun baset.
-Aet eo Gérald Darmanin àr gil àr an em-zisklerian kablus (plaider coupable) a oa barzh e raktres reform ar justis.
-Da heul afer Lyhanna e c’halva ur c’henstroll féminist d’em vodiñ bep lun dirak al lezoù varn, hag ar sadorn 4 a viz Gouere.
-E Charente-Martime emañ ar justis edan diviz dazont poulloù-ramzel savet diaotre.
-Achiv eo al labourioù da zic’holoiñ ar Gwilen e kreiz-kêr Roazhon.
-Nac’het eo en-dro rekour annezidi ar reier Gwen e Douarnenez a faote dezhe paraat d’an departamant preniñ al lec’h.